degemer_accueil
19
mai

Nozvezh ar sinema / Nuit du cinéma

 

Skritell 12 labour Asteriks

 

Setu neuze Nozvezh ar Sinema gant Peraket ha Daoulagad Breizh d'ar Sadorn 19 a viz Mae, 8eur noz, 2 film a vo skignet e Plouvien , ar C'hovel :

Voici la nuit du cinéma avec Peraket et Daoulagad Breizh samedi 19 mai à partir de 20h, 2 films seront projetés à la salle de la forge.

12 Labour Asteriks (1eur 18)

Er bloaz 50 araok J-K. Dalc’het eo Galia gant ar Romaned war-bouez ur gêriadennad a stourm, c’hoazh hag adarre, ouzh an alouberien. Goude bezañ klevet e oa galloudoù gwir zoueed d’ar Galianed disuj-se, e tiviz Jul Kaezar daeañ anezhe. Asteriks hag Obeliks a ranko neuze talañ ouzh daouzek amprouenn. Ma teuont a-benn anezhe, en deus touet Kaezar ez aio kuit hag e roio e c’halloud d’o ziern Berrevrec’hiks. Met ma c’hoarvez gante c’hwitañ warne, e c’houzañvint fulor Kaezar.

50 avant J.-C. Dans la Gaule occupée par les Romains, un petit village résiste encore et toujours à l’envahisseur. Jules César, à qui l’on a rapporté que ces irréductibles Gaulois étaient dotés de pouvoirs divins, leur lance alors un défi. Astérix et Obélix devront se soumettre à douze épreuves. S’ils réussissent, César leur promet de quitter le pouvoir et de le remettre à Abraracourcix, leur chef. Mais s’ils perdent une de ces épreuves, ils connaîtront la colère de César.

Ar mor atav (34mn)*

En ul lazhdi e c’hounez Tifenn he zamm bara goude bezañ dilezet he studioù hag he huñvreoù. Bep beure abred war lerc’h he nozvezh labour tenn ha torr-penn ez a d’an aod d’ober ur gouronkadenn evit distennañ he spered. Un deiz m'eo saotret ar mor gant mazout en em gav gant Francine, ur vaouez kozh anezhi hag a vez o kouronkañ bemdez ivez. E-korf berrig amzer e reont mignoniezh an eil gant eben, ha Francine da gontañ diwar-benn he yaouankiz e-kerzh ar brezel, tra m'eo lakaet Tifenn d'ober dibaboù en he buhez dezhi.

 

Tifenn gagne sa vie dans un abattoir, après avoir abandonné ses études et ses rêves. Tous les matins, de bonne heure, elle s'offre un bain de mer pour se laver de ses nuits de travail épuisantes. Un jour où la mer est polluée par du mazout elle rencontre Francine, une vieille femme qui comme elle vient quotidiennement se baigner. Très vite elles se lient d'amitié, Francine évoquant sa jeunesse engagée pendant la guerre, au moment même où pour Tifenn vient le temps de faire un certains nombre de choix dans sa vie.

 

Muioc'h a titouroù war lec'hienn / Plus d'information sur le site Daoulagad Breizh.

 


SKED — Ti ar brezhoneg
ha sevenadur Breizh

pgz. 02 98 80 26 71
Skrivañ deomp / Nous écrire

SKED — Maison de la langue
et de la culture bretonnes

18 Straed Duguay-Trouin
29200 Brest