degemer_accueil

DILENNAGOÙ TI-KÊR 2020

An dilennadegoù ti-kêr 2020 o tostaat, kaset hon eus d'an dud war ar renk e kêr Vrest ur goulennaoueg war plas ar brezhoneg en o folitikerezh. Lod o deus respontet e galleg HAG e brezhoneg. Gourc'hemennoù dezho.

                                                                                                    

Goulennaoueg

I) Karta Ya d'ar brezhoneg


Skoazellet e vez ar strollegezhioù lec’hel gant Ofis Publik ar Brezhoneg a-benn diorren ar brezhoneg. Krog eo Kêr Vrest da gemer diarbennoù a-benn tizhout live 2 karta Ya d’ar brezhoneg : ha prest oc’h da
genderc’hel gant an hent-se a-benn tizhout al live 2, da vont pelloc’h c’hoazh? Gant peseurt deiziataer ?

 

II) Ar brezhoneg er vuhez foran

1. Prest oc’h da gaougantañ ha kenderc’hel gant dibab ar c’huzul kêr a-vremañ (miz Gouere 2019) da hollekaat ar staliañ panelloù-straed divyezhek e pep lec'h bep gwech ma vo unan staliet pe erlec’hiet ?

2. Prest oc’h da lakaat SKED da gemer perzh e labourioù ar bodad «anvioù straed» ? Penaos ?


3. A-du emaoc’h evit reizhañ an anvioù lec’h skrivet fall a fed reizhskrivadur hag implij an anvioù-lec’h
orin e brezhoneg ar muiañ posupl pa vo savet hentoù nevez, lodennaouegoù h.a. ? Ha sevel a reot a-enep
da intrudu pe berzioù ar Post e sell da c'hallekaat an anvioù straed pe gumun ?

4. Petra emaoc’h e soñj ober evit brasaat plas ar brezhoneg war ar panelloù touristel ha war ar skritellañ e kêr dre vras ?

5. Prest oc’h da gemer e kont ar brezhoneg er galvoù da ginnigoù da zont da adneveziñ ar panellerezh ha da zoujañ ouzh ar parder brezhoneg / galleg war an holl banelloù divyezhek ?

6. Setu bloavezhioù ma c’houlenn ar c’hevredigezhioù breizhek ma vez savet ur gwir "Ti ar brezhoneg ha
sevenadurezh Breizh", a vije un arouez sevenadurel skedus o lakaat da dalvezout glad hag Istor Brest, he liammoù gant ar brezhoneg, oc'h aozañ darvoudoù sevenadurel breizhek e kreiz-kêr. Ma vezit dilennet, hag ur gwir Ti ar Vro hor bo e Brest, evel ma z'eus e Kemper, Roazhon, Naoned, Sant-Brieg pe Wened ?

 

III) Ar brezhoneg en deskadurezh

1. Hag-eñ, ma vezit dilennet, e sikouroc’h da ziorren hentennoù divyezhek ha dre soubidigezh nevez ? Ha da gehentiñ war an hentennoù-se ? Peseurt youl ho peus ?

2. Skoazell a reoc’h evit arc’hantaouiñ krouidigezh magourioù ha/pe lec’hioù degemer all evit bugaligoù e brezhoneg ?

3. Prest oc’h da genderc’hel da skoazell skolioù DIWAN ar gumun a-fed kellidañ ha da dalañ ur skodenn-skol kevatal ? Pe da reiñ ar skodenn-skol da vugale ho kumun a ya d’un hentenn divyezhek pe dre soubidigezh en ur gumun all ?

4. Prest oc’h da ginnig 1 eurvezh brezhoneg d’an holl skolidi ha skoliadezed brestat (pourchaser eo SKED eus an doare-mañ a ra berzh met re nebeut a glasoù hiziv an devezh) ?

 

IV) Ar brezhoneg e buhez an Dinaz

1. Ma z'oc'h dilennet, hag-eñ e vo savet ur post a zilennad daveat ha dileuriet evit ar brezhoneg, ken evit kêr, ken evit ar veurgêr ? Ur c'hefridiad gouestlet a-bezh d'an danvez-se ? Daoust hag e vo roet d'ar
politikerezh a-fet yezh ur raksteuñv a-ziforc'h hag a-vent gant an daeoù hag an ezhommoù ? Peseurt sammad ? (erbedet : 1€/bloaz da nebeutañ dre annezad)

2. Hag a-du oc'h evit ensaviñ ur c'hengor ez-dinazel/bodad kuzuliañ hag eveshaat engouestladennoù karta "Ya d'ar brezhoneg" hag en em vodfe div wezh bep bloaz.

3. Hag a-du ez oc'h da niveriñ pet gwazour-ez divyezhek a zo er strollegezh ha talvoudekaat, mar fell dezho, o barregezh a-fet yezh ? Pe da vare ?

4. Ha prest oc'h da drebadekaat ha kreñvaat ar c'hinnigoù prantadoù-stummañ d'ar brezhoneg evit ar wazourien-kêr ? Penaos ?

5. Hag a-du oc'h evit kinnig un degemer divyezhek e gwazerezhioù zo, gant koskor a-youl-vat, o staliañ ar panellerezh rekis hag hewel el lec'hioù dibabet (skritelloù, badjoù..) ?

6. Hag emouestlañ a rit da enskrivañ ar varregezh "brezhoneg" war vuioc'h a fichennoù-stael ? (ATSEM, Levraoueg, degemer ar c'hevredig, talvoudekaat ar glad...) ?

7. Degemer a reot ar c'hentanvioù brezhonek e Marilh ar Boblañs ?

8. Ha kinniget e vo ganeoc'h (evel e Roazhon) ul levrig-familh divyezhek ?

9. Hag-eñ e vo staliet ganeoc'h ur skritellerezh divyezhek ouzh savadurioù ha karbedoù an Ti-Kêr, ar Veurgêr hag ar gwazerezhioù stag (Dourioù ar C'huzh-Heol h.a.) ?

10. E-giz kalzig kêrioù pe gumuniezhioù-kêr, hag emaoc'h a-du evit divyezhekaat logoioù Brest hag ar Veurgêr ?

11. N'eo ket bet divyezhekaet c'hoazh load Brest.fr war ar rouedad, paneve un nebeut pajennadoù sonn... Ur wech en Ti-Kêr, ha graet e vo ganeoc'h ?

12. Daoust hag e c'helloc'h degemer ur garta c'hrafek divyezhek o talvezout d'an holl dielloù ha teulioù embannet (skritelloù, liesplegoù, furmskridoù...) ha kreñvaat plas ar brezhoneg er gelaouenn "Sillages", gant ur pennad reoliek e brezhoneg da skouer (emañ Sked o skridaozañ ur pennadig bep tro evit ar mare) ?

13. Hag-eñ emaoc'h o vont da ziorren divyezhegezh ar furmskridoù paneveken ar re a dalv da c'houlenn skoaziadennoù ?

14. Penaos emaoc'h e soñj da ziorren bezañs ar brezhoneg en darvoudoù liesseurt (sevenadurel, sportel..)

15. Hag-eñ oc'h gouest, c'hwi pe unan bennak eus ho roll, da zistagañ ur bommig e brezhoneg pe da gregiñ ho prezegenn gant ur gerig er yezh-se ? En ober a c'hellfec'h e-pad ar c'houlzad-mañ ? Ha degemer hor skoazell mar karit ? Hag ur wezh dilennet ?

RESPONTOÙ PEP LISTENN

*Al listennoù e gwenn ha du n'o deus ket respontet e brezhoneg.


Voici le résultat du questionnaire envoyé par SKED et Ai'ta! aux candidat.e.s à l'issue du 1er tour des éléctions municipales de Brest.

Setu disoc'hoù ar goulennaoueg kaset gant SKED hag Ai'ta! d'an dud war ar renk e brest evit an dilennadegoù (evit an droiad gentañ e oa)


SKED — Ti ar brezhoneg
ha sevenadur Breizh

pgz. 02 98 80 26 71
Skrivañ deomp / Nous écrire

SKED — Maison de la langue
et de la culture bretonnes

201,Straed Jean Jaurès
29200 Brest