degemer_accueil

 

 

 

 


LES ENTENTES DE PAYS DE 1975 À 2020

 

Les ententes de pays sont des associations qui ont pour vocation de rassembler ceux qui œuvrent au développement des langues de Bretagne et de la culture bretonne. Ce sont des lieux d’information sur la langue, la culture, et les activités pratiquées sur leur territoire.

C’est dans les années d’après-guerre, entre 1950 et 1970, que naît l’idée de rassembler toutes personnes désirant développer la langue et la culture bretonnes. De nombreux échanges, et débats sont menés durant cette période entre différents acteurs du territoire.

Skeudenn Bro Roazhon, née « Union du Pays de Rennes des Associations de Culture Bretonne » (UPRACB) a été créée en 1976, elle est la plus ancienne des ententes de pays de Bretagne. Elle précède Emglev an Oriant et Ti ar Vro Sant-Brieg créées en 1985 et en 1987. Entre 1990 et 2000, une dizaine d’ententes sont créées, dont SKED en 1991.

Les premières ententes de pays fonctionnent grâce à des bénévoles, déterminés à promouvoir la culture bretonne à travers la langue, la danse, le théâtre, le chant et la littérature. Toutefois, il est parfois complexe de rassembler tous les acteurs derrière un projet commun, et de faire connaître à tous, notamment aux institutions publiques (collectivités, départements, région), les actions de chacun.

C’est à partir de 1975, que s’unissent les cercles celtiques, les bagadoù, les associations étudiantes et culturelles de l’Université de Haute Bretagne (qui militaient en faveur de la licence de breton) ainsi que Skol an Emsav à Rennes, afin de promouvoir la langue et la culture bretonnes. L’école Diwan, créée en 1977, ainsi que Div Yezh et Dihun créées respectivement en 1979, et 1991, rejoindront le mouvement. Grâce à ces actions culturelles, le fest-noz, tombé dans l’oubli après la Première Guerre mondiale, revient en force en Bretagne, et s’exporte également à Paris.

Les débats rythment les réunions organisées pour développer les ententes de pays, et leur donner du poids au sein du territoire. L’objectif est de créer des postes salariés pour pouvoir mieux coordonner les ententes entre elles, et d’organiser des événements communs plus importants. Il est vital d’avoir un lieu de références pour informer le public sur les divers projets et événements organisés en Bretagne.

Les différents projets culturels des ententes de pays sont portés par le bureau et le conseil d’administration, cela facilite l’obtention d’aides financières des collectivités. Edmond Hervé (maire de Rennes entre 1977 et 2008) a notamment participé à l’ouverture officielle de Skeudenn Bro Roazhon, et a contribué financièrement à son fonctionnement. Grâce à une augmentation des aides financières, les ententes de pays proposent progressivement des postes salariés.

En 2020, il existe plus d’une vingtaine d’ententes de pays sur le territoire breton, toutes portées par des bénévoles ainsi que des salariés. Elles sont aujourd’hui un outil indispensable pour promouvoir et développer la langue bretonne, et participer à la dynamique culturelle des territoires bretons.

 

 


AN EMGLEVIOÙ BRO DEUS 1975 DA 2020

 

Kevredigezhioù evit diorren yezhoù Breizh hag hi sevenadur eo an emglevioù bro. Ul lec’h eskemm evit kelaouiñ war ar yezh, ar sevenadur hag an holl obererezhioù aozet war o tiriad ez eo.

Kroget eo istor an emglevioù er bloavezhioù 1950-1970, war-lerc’h an eil Brezel Bed. Ar pal a oa liammañ etrezo an holl dud o doa c’hoant diorren ha buheziñ ar yezh hag ar sevenadur e Breizh. Emvodoù hag eskemmoù e-pad meur a viz a zo bet kenetrezo.

Krouet eo bet emglev sevenadurel breizhad Bro Roazhon e 1976. Emglev kozhañ breizh ez eo. Hirie eo anvet Skeudenn Bro Roazhon. War hi lec’h eo bet krouet Emglev Bro an Oriant e 1985, ha Ti Ar Vro Sant-Brieg e 1987. Etre 1990 ha 2000 ez eo bet krouet war-dro dek emglevioù, SKED en o zouez e 1991.

Ne oa den ebet gopret e neblec’h er c’houlz-se, met youl a oa gant an dud da vont war-raok gant sevenadur Breizh ha da vrudañ anzehiñ gant ar yezh, ar sonerezh, an dañs, ar c’hoariva, ar c’han hag al lennegezh.

Diaes a-walc’h e oa bodañ an dud tro-dro d’ur pal ha lakaat da anavezout obererezh pep kevredigezh. Ezhomm e oa bezañ gwelloc’h priziet gant an tiez-kêr, an departamantoù hag ar rannvro da heul.

Kelc’hioù keltiek, bagadoù, kevredigezhioù sevenadurel Bro-Roazhon, kevredigezh studieren Skol Veur Breizh-Uhel (o stourmañ evit an aotreegezh brezhoneg) ha Skol an Emsav, a labouras asambles adalek ar bloavezhioù 1975. Diwan, krouet e 1978, Div yezh ha da heul Dihun, krouet e 1979 hag e 1991, a labouras ivez ganto, evit mat an holl. Dilezet abaoe ar Brezel Bed kentañ, ar festoù-noz a grogas en-dro un tamm pep lec’h e Breizh ha bro Pariz.

Emvodoù, eskemmoù ha tabutoù a oa bet da gentañ evit diorren ha kreñvaat an emglevioù bro. Ar pal a oa goprañ tud evit kenurzhierezh an emglevioù, ha buheziñ an tiriad holl asambles. Evit en ober, e oa ret kaout ul lec’h eskemm evit kelaouiñ war ar raktresoù savet e Breizh a-bezh.

Ur c’huzul-merañ hag ur burev a gase war-raok ar raktresoù sevenadurel. Brud a oa gant an emglev, hag aesoc’h a oa kaout skoaziadoù gant ar strollegezhioù. Edmond Hervé (Aotroù maer kêr Roazhon etre 1977 ha 2008) a oa deuet da zigoridigezh ofisiel Skeudenn Bro Roazhon, da skouer, ha da zegas un nebeud gwenneien evit ar mont-en-dro da heul. Krog e oant da gaout tud gopret evit kenurzhiañ ha degemer.

E 2020 e veze renablet 22 emglevioù bro e Breizh. An holl a zo meret gant tud a youl-vat ha tud gopret. An emglevioù bro a zo hirie an deiz, ur beñveg rekis evit diorren ha kas war-raok ar yezh ha sevenadur Breizh.

 

 


SKED — Ti ar brezhoneg
ha sevenadur Breizh

pgz. 02 98 80 26 71
Skrivañ deomp / Nous écrire

SKED — Maison de la langue
et de la culture bretonnes

201,Straed Jean Jaurès
29200 Brest