30 vloaz Sked

30 ans Sked

Lidet e vo 30 vloaz Sked e miz C’hwevrer 2023 ! A-benn lidan an darvoud-mañ e vo aozet abadennoù disheñvel a-hed ar miz :

Sked va fêter ses 30 ans au mois de février 2023 ! Pour l’occasion, différents événements seront organisés tout au long du mois :

10/02/23 : Fest noz

Fest noz er Vauban, Brest. 9e00 noz.

Sonerien | Musiciens :

– Fleuves

– A-dailh

– Daouad Korneg/Kreac’hkadeg (kan ha diskan)

18/02/23 : Kendael | Colloque

– 10h30

Spectacle pour enfant (coonte et chanson) avec Awen plougoulm

– 14h30

Colloque à la Médiathèque des Capucins (Auditorium) à 14h30 sur la place de Brest dans la littérature bretonne. Gratuit. En breton, traduit en français (casques).

Invités : Jorj Abherve-Gwegen, Yann Bijer, Paskal Hervio, Erwan Hupel, Pierrette
Kermoal, Goulc’han Kervella, Fulup Lannuzel, Laurence Lavrand, , Paol ar Meur, Filip Oillo

Animateur : Mikael Baudu

Reiñ lufr d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh e Bro Brest, hennezh eo pal ar gevredigezh SKED. Evit lidañ he zregontved deiz-ha-bloaz, SKED ha mediaoueg ar Gabusined a ginnig un abadenn evit ar vugale hag ur gendael lennegel :

– 10h30
Nij un arvest margodennoù ha kanaouennoù e brezhoneg hag e galleg, gant Awenn
Plougoulm
– 14h 30
Peseurt plas evit Kêr-Vrest el lennegezh vrezhonek ?
E-touez er c’hêrioù bras eus Breizh, ez eo Brest an hini a vez meneget ar muiañ el
lennegezh vrezhonek. Liesseurt-kenañ eo ar romantoù, danevelloù ha barzhonegoù
a ra anv eus Brest. Ar pezh a fell dimp eo diskouez emzalc’hioù ar skrivagnerien hag
an tudennoù e-keñver ar gêr vras en he holl arvezioù.
Ur brezegenn gant Fulup Lannuzel a vo diwar an danvez dastumet el lennegezh
vrezhonek abaoe Gwalarn betek an deiz a hiziv. Da c’houde e vo un daoliad-grenn
gant ar skrivagnerien a zo bet studiet o oberennoù hag un eskemm gant ar saliad :
Gant : Jorj Abherve-Gwegen, Yann Bijer, Paskal Hervio, Erwan Hupel, Pierrette
Kermoal, Goulc’han Kervella, Fulup Lannuzel, Laurence Lavrand, , Paol ar Meur, Filip Oillo. Ar gendael a vo kaset en-dro gant Mikael Baudu e Mediaoueg François-Mitterrand-ar Gapusined (aoditoriom), Brest.

Deuit ‘ta !

Rejoignez-nous !