Médiathèque des Capucins (Auditorium) ■ Médiathèque des Capucins (Auditorium)
D’ar Sadorn 18 a viz C’hwevrer ■ Samedi 18 Février
Peseurt plas evit Kêr-Vrest el lennegezh vrezhonek ?
E-touez er c’hêrioù bras eus Breizh, ez eo Brest an hini a vez meneget ar muiañ el lennegezh vrezhonek. Liesseurt-kenañ eo ar romantoù, danevelloù ha barzhonegoù a ra anv eus Brest. Ar pezh a fell dimp eo diskouez emzalc’hioù ar skrivagnerien hag an tudennoù e-keñver ar gêr vras en he holl arvezioù.
Ur brezegenn gant Fulup Lannuzel a vo diwar an danvez dastumet el lennegezh vrezhonek abaoe Gwalarn betek an deiz a hiziv. Da c’houde e vo un daoliad-grenn gant ar skrivagnerien a zo bet studiet o oberennoù hag un eskemm gant ar saliad.
Gant : Jorj Abherve-Gwegen, Yann Bijer, Paskal Hervio, Erwan Hupel, Pierrette Kermoal, Goulc’han Kervella, Fulup Lannuzel, Laurence Lavrand, Paol ar Meur, Filip Oillo. Ar gendael a vo kaset en-dro gant Erwan Hupel e Mediaoueg François-Mitterrand-ar Gapusined (aoditoriom), Brest.
Conférence par Fulup Lannuzel sur la place de Brest dans la littérature bretonne, suivie d’une table ronde avec des écrivains et d’un échange avec le public.
📍 Médiathèque des Capucins (Auditorium)
⌚ 14h30-17h30
💬 E brezhoneg, traduit en français (casques)
👪 Digor d’an holl / Ouvert à tous
📩 Digoust / Gratuit
Commentaires récents