Yoga (Live 4) ■ Sadornvezh e brezhoneg


SKED, 201 staed Jean Jaurès, Brest ■ SKED, 201 rue Jean Jaurès, Brest

Sadorn 28 a viz Genver ■ Samedi 28 Janvier

Ar gentel-mañ a zo un digarez mat evit dizoloiñ ar yoga evit ar re n’o deus morse graet, ha ouzhpenn e brezhoneg !
Poelleadennoù aes a vo : ar pal a zo ober gant ar yezh ha bevañ anezhi dre ar c’horf.
Kinniget ‘vo d’an deskidi un nebeud danvez war medisinerezh-Sina ivez, a-benn deskiñ gestroù simpl a c’hell bezañ graet pa ‘z emañ ar c’horf o c’houlenn.

PETRA ‘VO GRAET ?
– Geriaoueg ar c’horf
– Yoga Yama – Bezañ war al lec’h hag asambles dre ur boelladenn verr
– Yoga Niyama – Tennañ kuit eus an energiezh fall, an tennoù, en em reudiñ
– Yoga Asana : c’hoari gant ar c’horf, en em souplaat, nerzhusaat ar c’higennoù
– Dizoloiñ traouigoù deus ar medisinerezh Bro-Sina
– Distanañ, eskemm 🙂
Kinniget e vo ivez ur fichenn vihan gant ar geriaoueg a vo implijet e-pad ar mintinvezh.
Er mod-se e vo sachet evezh ha troet ar spered war-zu ar brezhoneg ha sevenadur Breizh.

DEUS PETRA HO PEUS EZHOMM ?
– un tapis sport
– dilhiad aes
– dour
– ho korf, gant peadra da jestral.

📍 Sked (201 rue Jean Jaurès)
💬 E brezhoneg, Live 3
👪 Digor d’an holl
📩 Enskrivadur : degemer@sked.bzh
Priz : 12,5€ (non-adhérents) 5€ (adhérents)