E-touez er c’hêrioù bras eus Breizh, ez eo Brest an hini a vez meneget ar muiañ el lennegezh vrezhonek. Liesseurt-kenañ eo ar romantoù, danevelloù ha barzhonegoù a ra anv eus Brest. Ar pezh a fell dimp eo diskouez emzalc’hioù ar skrivagnerien hag an tudennoù e-keñver ar gêr vras en he holl arvezioù.
Ur brezegenn gant Fulup Lannuzel a vo diwar an danvez dastumet el lennegezh vrezhonek abaoe Gwalarn betek an deiz a hiziv. Da c’houde e vo un daoliad-grenn gant ar skrivagnerien a zo bet studiet o oberennoù hag un eskemm gant ar saliad.
Gant : Jorj Abherve-Gwegen, Yann Bijer, Paskal Hervio, Erwan Hupel, Pierrette Kermoal, Goulc’han Kervella, Fulup Lannuzel, Laurence Lavrand, Paol ar Meur, Filip Oillo. Ar gendael a vo kaset en-dro gant Erwan Hupel e Mediaoueg François-Mitterrand-ar Gapusined (aoditoriom), Brest.
Colloque à la Médiathèque des Capucins (Auditorium) à 14h30 sur la place de Brest dans la littérature bretonne. Gratuit. En breton, traduit en français (casques).
Invités : Jorj Abherve-Gwegen, Yann Bijer, Paskal Hervio, Erwan Hupel, Pierrette Kermoal, Goulc’han Kervella, Fulup Lannuzel, Laurence Lavrand, Paol ar Meur, Filip Oillo
Animateur : Erwan Hupel
Organisé en partenariat avec la Médiathèque des Capucins, merci !
Commentaires récents