degemer_accueil
12
octobre

Krouidigezh WAR DROAD

Tudoù kaezh,
 
Laouen eo kevredigezh nevez War Droad o pediñ ac'hanoc'h d'he emvod kentañ.
Kaozeet vo diwar benn an troioù pourmen a vezo kaset bep miz e brezhoneg azalek miz Du, e Brest ha war dro.
Kaoz a vo ive deus tachennoù all a c'hellomp mont warno, evel ur staj deskiñ dañsal kaset e brezhoneg da skouer.
Profet vo ur banne sistr pe chug frouezh da bep hini a zeuio.
E ti Sked e vo an abadenn, d'an 12 a viz Here, da 10e30, notennit ar chomlec'h nevez : koc'hu ar Piler Ruz, 201 ru Jean Jaurès, Brest
Kontent bras e vimp o tegemeret ac'hanoc'h ha michañs o lakaat ac'hanoc'h e-barzh hol listennad izili !
Bezit ar vadelezh da reiñ d'ho mignoned da c'houzout !
Ma z'oc'h kontent dont e vimp laouen bras o kaout ur rispont diganeoc'h dre vail 
A galon
 
Frank Bodenes, Lenaik Durbec, War Droad
 
 
Résumé en français 
réunion d'information de la nouvelle association War Droadle 12 octobre à Brest, à 10h30
objet : promenades en breton une fois par mois à Brest et dans les environs,
verre de cidre ou jus de pomme offert à la fin de la réunion, 
la réunion se tiendra dans les nouveaux locaux de Sked, 201 rue Jean Jaurès, halles du Pilier Rouge, Brest
merci de diffuser l'information auprès de vos contacts
nous vous remercions d'avance de bien vouloir confirmer votre participation par retour de mail
Frank Bodenes, Lenaik Durbec, War Droad
 
dateLe samedi 12/10
à partir de 10h30

lieuSKED
Halles du Pilier Rouges
29200 BREST
 
 

 


SKED — Ti ar brezhoneg
ha sevenadur Breizh

pgz. 02 98 80 26 71
Skrivañ deomp / Nous écrire

SKED — Maison de la langue
et de la culture bretonnes

201,Straed Jean Jaurès
29200 Brest