degemer_accueil
10
novembre

Deomp 'ta : Baleadenn gant WAR DROAD

 

 

 

Lañset eo an troioù vale gant War Droad. Tro hon do da ober dounoc'h anaoudegezh gant ar Piler Ruz m'eo staliet Sked ennañ bremañ. E Sant-Mark hag er Forestou e vo roet un tamm friko d'hon daoulagad o sellet a bell ouzh ar mor hag ar porzh. Dre skalierou mein kozh ha tro dro da Gastell Ker Stears ez aimp war roudoù noblañsoù ar vro hag o zamm istoriou. Banne er Piler Ruz evit echuiñ. 8€/5€ (izili)

 

 

 

 


SKED — Ti ar brezhoneg
ha sevenadur Breizh

pgz. 02 98 80 26 71
Skrivañ deomp / Nous écrire

SKED — Maison de la langue
et de la culture bretonnes

201,Straed Jean Jaurès
29200 Brest