Un Dibenn-Sizhun e brezhoneg


Deuit HOLL evit kaout plijadur en ul lec’h kaer ha degemerus !

Eus ar Gwener 29/04 d’ar Sul 1/05 2022 e vo dalc’het ur staj en ENEZ TUDI gant KEAV. Pal ar staj zo sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etrezo : ar vugale, ar vugaligoù hag o zud a oar un tamm brezhoneg, un tamm mat a vrezhoneg zoken, met n’eo ken aezet a se atav kaozeal brezhoneg er familh pa vezer krog da gaozeal galleg.
D’ar familhoù a gomz brezhoneg etrezo disoursi e vo un doare da vevañ e brezhoneg en un endro plijus, ober anaoudegezh gant familhoù nevez ha sikour ar familhoù all.

C’hoarioù a vo graet etre ar vugale, evito d’ober anaoudegezh an eil gant egile, ha kalz a obererezhioù e brezhoneg, bugale hag o zud asambles : c’hoarioù a bep seurt, pourmen, kanañ, dañsal, labour- dorn, beilhadegoù….