Dañsoù Breizh e brezhoneg

Danse bretonne en breton

Kinnig a ra SKED un atalier dañsoù Breizh e brezhoneg buhezet gant Simon Creachcadec div wech ar miz d’ar Meurzh etre 18e30 ha 20e30 e Patronage Laique Recouvrance evit ar bloaz 2025-2026.

Digor eo d’an holl, holl liveoù dañs ha brezhoneg evit an dud deuet ha bugale adalek 8 vloaz.

SKED propose des ateliers de danses bretonnes en breton animés par Simon Creachcadec, une à deux fois par mois, le mardi de 18h30 à 20h30 au Patronage Laique de Recouvrance.

L’atelier est ouvert aux adultes et les enfants à partir de 8ans et à tous les niveaux de danse et de breton.

Lakait hoc’h anv gant degemer@sked.bzh pe war hon fajenn enkrivañ:

Inscrivez-vous par email sur degemer@sked.bzh ou en passant par notre page d’inscription :

Deiziadoù / Dates 2025-2026 : 16/09 – 30/09 -14/10 – 04/11 – 18/11 – 02/12 – 16/12 – 13/01 – 27/01 – 10/02 – 10/03 – 24/03 – 07/04 – 28/04 – 05/05 – 19/05

Simon, penaos e vo kinniget ganit an atalier dañs ?

Dañsal a ran abaoe 1996, ha betek 2020 em eus dañset d’un doare boutin hep emouezañ ouzh ar vuhez sokial a zo tro-dro.

Ar pezh ’meus c’hoant deskiñ d’an dud eo spered an dañsoù hengounel. Penaos krouiñ ur round hag a zo mat da bep hini gant ur strollad leun a bersonelezh ha korfoù disheñvel. Desket ‘vo an dañsoù breizh, ar re zañset e festoù-noz, ar re zañset e festoù deiz, ar re zañset er bal folk ivez.

Labourat a rin o tiskouez filmoù dastumet ha levrioù skiantel diwar an dañs. Labouret ‘vo ivez gant al labour zo bet graet gant ar c’helc’hioù keltieg abaoe tost ur c’hantved. Dedennus ha pouezus eo deskiñ gant ar muiañ a ditouroù.

Ha toud-se e brezhoneg evel-just. Deomp da zeskiñ !

Simon, quelle sera ton approche pour présenter cet atelier de danse bretonne ?

Je danse depuis 1996 et jusqu’en 2020, je dansais sans vraiment faire attention à ce qui se passait autour de moi.

Ce que je souhaite transmettre aux gens, c’est l’essence des danses bretonnes traditionnelles. Comment créer un rond qui leur correspond, en prenant en compte un groupe avec des personnalités et des physiques variés. Nous allons apprendre la danse bretonne que l’on pratique lors des fest-noz, des fest-deiz mais ausi lors des bals folk.

Je mettrai également en valeur le travail des cercles celtiques, qui s’étend sur plus d’un siècle, en mettant en avant des films et des ouvrages consacrés à la danse bretonne.  À mon avis, il est essentiel d’apprendre à danser tout en étant conscient de son histoire.

Et bien-sûr, tout ça en breton ! Allez, allons donc apprendre!

Deuit ‘ta !

Rejoignez-nous !

Deuit ‘ta !

Rejoignez-nous !